Tud Kawan,

En hor skipailh ez eus maouezed ha gwazed heñvel ouzhoc'h, tud Kawan. Mont a reomp war ar renk evit kinnig ur raktres-kumun fetis, diazezet war an eskemmoù, ar c'helaouiñ, an efedusted, hag a vo tu deoc'h dizoleiñ er programm-mañ.

Ar pezh a fell deomp ober da gentañ : kreñvaat an demokratelezh er gumun war ar pemdez.

Pouezus eo an dilennadegoù, metr votiñ ur wech bep 6 vloaz n'eo ket a-walc'h d'ober un demokratelezh. Posubl eo, en ur gumun diwar ar maez evel hon hini, goulenn alies he soñj digant ar boblañs, ha sevel raktresoù an ti-kêr dre barregezhioù, mennozhioù, ezhommoù an annezidi. Reiñ ar gaoz deoc'h alies, setu hor youl. N'oc'h ket dilennet, met ar gwir ho peus da gemer perzh en divizoù a denn d'ho puhez pemdez.

Kumunioù a bep ment o deus lakaet e plas dija modoù lieseurt da lakaat an dud da gemer perzh en divizoù demokratel : pediñ ar boblañs d'an holl guzulioù-kêr ; sevel budjedoù pe raktresoù-perzhiañ ; bodadoù ti-kêr digor d'an dud a youl vat, c'hoant ganto da degas o sell hag o barregezh. Ret eo kelaouiñ ar geodedourien abred, pa c'haller cheñch ar raktresoù c'hoazh. Kinnig a raimp deoc'h ar modoù-se d'ober ha mirout a raimp ar re a gloto ar gwellañ ouzh ezhommoù ar boblañs. Chom a raio ar c'huzul-kêr kirriek evit merañ ar gumun hag he budjed gant siriusted.

Mouezhiañ evidomp a dalvez mouezhiañ evidoc'h !Talvezout a ra ivez mouezhiañ evit ur c'huzul-kêr a raio he friorelezh eus kalite ar vuhez e Kawan. Gallout a raimp kas asambles ar raktresoù gwellañ ha poellekañ, gwareziñ hon endro, hol lec'hioù-bevañ pemdeziek hag hor pinvidigezh sevenadurel evit ar rummadoù da zont. Evit ur gumun buhez enni, hag degemerus d'an holl.

Al listennad « Cavan, une énergie nouvelle ! – Kawan, un energiezh nevez ! »