Ar programm

7 mennozh-stur evit lakaat hor mennozhioù e pleustr

Menu
  • Accueil
  • Notre programme
  • Ar programm
  • Notre ambition
  • Hor youl
  • Mot de la tête de liste
  • Ger ar penn-listenn
  • Contact / Darempred
  • Kenderc'hel gant ur preti-skol a-galite hag a blij d'an holl
  • Uhelaat perzh ar produioù bio ha graet er vro er pourveziñ
  • Skoazell an 2 hentad-skol : unyezhek ha divyezhek
  • Selaou ezhommoù ar skipailh pedagogel hag ar familhoù
  • Labourat war kudenn an trouz er gantinenn
  • Diorren ar c'hinnig dudioù evit ar re yaouank ha gante, asambles gant ar gumuniezh-kumunioù (LTK)
  • Skoazell tud ti ar yec'hed ha labourat gant LTK evit diorren ar c'hinnigoù-pareañ
  • Kenderc'hel gant labour ar CCAS
  • Kreñvaat al labour evit sikour an dud a chom o-unan
  • Krouiñ liammoù etre ar rummadoù, hag al liamm etre ar skol hag an EHPAD
  • Dibab un dilennad-dave evit ar c'hevredigezhioù
  • Simplaat an darempredoù etre an ti-kêr ha bed ar c'hevredigezhioù
  • Gwarantiñ ur skoazell d'ar c'hevredigezhioù war tachenn an aozadur hag an arc'hant
  • Studiañ ar pezh a vefe tu ober evit sevel lojiri-etre evit ar re gozh
  • Skoazell hag ambrougañ raktres an EHPAD da zont
  • Ledanaat ar steuñv mont-ha-dont evit ar mirc'hi-houarn hag an dud war droad er gumun a-bezh
  • Gwellaat ar surentez e kreiz ar bourk ha war hentoù ar maezioù
  • Derc'hel an hentoù en ur stad vat
  • Mirout plas war ar riblennoù evit ma vo aes d'an holl dud mont-ha-dont war-droad
  • Lakaat leurgêr Pierre-Yvon Trémel da vevañ, broudañ implijoù liesseurt ha rannañ gwelloc'h al lec'h etre an dud war-droad hag ar c'hirri-tan.
  • Ijinañ spasoù-buhez evit an holl en takadoù annezet koulz hag e traonienn ar Ru (koù, olioù, lec'hioù disheol…)
  • En em brientiñ evit adkempenn al lodennaouegoù koshañ
  • Sikour ar re yaouank da gavout lojiri marc'had-mat
  • Klask sevel ur rouedad tommder etre ar savadurioù foran
  • Mestroniañ ar raktres war Plasenn an Iliz, graet karter Bonnieg anezhañ
  • Staliañ panelloù-heol war savadurioù ar gumun
  • Lakaat an divyezhegezh da vevañ e kêr Kawan
  • Skoazell al levraouegoù hag ar c'hoariaoueg
  • Gwareziñ ha talvoudekaat ar glad istorel
  • Adkempenn an delwennoù hag hentad traonienn ar Ru
  • Adaozañ / adkempenn / brasaat ar savadurioù-kêr evit bed ar c'hevredigezhioù hag ar sport : boulva goloet, gwiskvaoù ar stad, Ti an Arzoù…
  • Skoazell an artizaned, stalioù ar gumun hag ar marc'had lec'hel
  • Reiñ lañs en-dro d'ar steuñv evit merañ girzhier ar gumun
  • Dibab un dilennad-dave evit ar maezioù hag al labourerien-douar
  • Lakaat al labourerien-douar war wel (dorioù-digor, fest al labour-douar)
  • Skoazell al labourerien-douar evit mirout/treuskas o zi-feurm
  • Heuliañ diorren ekonomikel takad artizanel Kerbiged
  • Mestroniañ an dispignoù hag an telladurezh
  • Bevenniñ yalc'hadoù an dilennidi evit gwareziñ budjed ar gumun
  • Klask kenarc'hantaouerien atav
  • Adkavout plas Kawan en tolpad-kêrioù (LTK)
  • Mirout servijoù foran a-dost
  • Adaozañ dle an ti-kêr evit gallout postañ arc'hant er raktresoù
  • Digeriñ ar bodadoù ti-kêr d'ar boblañs
  • Kehentiñ hag eskemm gant an amezeien adalek an emvodoù kentañ pa groger gant raktresoù-kêr
  • Pediñ ar boblañs d'ar c'huzulioù-kêr
  • Buheziñ kuzul-kêr ar re yaouank
  • Reiñ tro d'ar re yaouank da gemer perzh e mont-en-dro an ti-kê
  • Dihuniñ al liammoù gant kêrioù gevellet